Al levrenn-mañ eus Istor Breizh de la Borderie a zeraou gant danevell an Arvorig dindan ren an Impalaeriezh roman ha mont a ra betek marevezh ar Sent brezhon, divroadegoù ar Vrezhoned el ledenez ha krouidigezh ar rouantelezhioù brezhon kentañ war ar c'hevandir, betek kreiz an VIIIvet kantved.
Roparz Hemon a voe an hini kentañ o treiñ tammoù eus an Istor Breizh-mañ er bloavezhioù 1960-1970, pa veve harluet e Dulenn. Embannet e veze e bennadoù e-barzh Ar Bed Keltiek hag e-barzh Al Liamm. War-dro 350 pajenn en deus bet amzer da dreiñ a-raok dezhañ mont d'ar bed all. E labourioù a droidigezh a zo bet gouestlet dreist-holl d'an trede levrenn. Eus al levrenn gentañ-mañ n'en doa troet nemet un tregont pajenn bennak.
Menoz an troer all, Tepod Mab Kerlevenez, a zo bet adkemer labourioù Roparz Hemon ha kenderc'hel ar gefridi en doa boulc'het, eleze kinnig un deiz an Istor Breizh-mañ e brezhoneg penn da benn. Emañ ar menoz o tont da wir pa embann hiziv Ar Gouloù Gwenn al levrenn gentañ anezhañ.
Details
- Publication Date
- Jul 7, 2019
- Language
- Breton
- Category
- Social Science
- Copyright
- All Rights Reserved - Standard Copyright License
- Contributors
- By (author): Arthur Le Moyne de La Borderie
Specifications
- Pages
- 373
- Binding Type
- Hardcover Case Wrap
- Interior Color
- Black & White
- Dimensions
- A4 (8.27 x 11.69 in / 210 x 297 mm)