Bild des Autors Tepod Mab Kerlevenez

Über
Tepod Mab Kerlevenez

Demat, gouloù deoc'h ! Me zo Tepod Mab Kerlevenez, skrivañ a ran evit ma flijadur diwar-benn dodennoù liesseurt. Kalzig diwar-benn Breizh, hag ivez traoù all a c'helloc'h kavout hep kudenn : Steredouriezh, arc'hant, istor, barzhoniezh... Pep levr embannet ganin a zo bet adlennet-aketus ganin, pe gant skrivagnerien vrezhonek all a-wechoù, evit ma ne chomfe fazi reizhskrivadur ebet e-barzh ar pajennoù moullet niverus. Kelenner a-vicher ez on war ar brezhoneg. Ren a ran ivez ur gazetenn hag un ti-embann anvet Ar Gouloù Gwenn, setu perak e vez talbennet pep levr embannet war lulu gant anv Ar Gouloù Gwenn. Ur gevredigezh disklêriet hervez lezenn Bro-C'hall 1901 eo.